SKOLIOU MAMM HA KENTAN DEREZ PUBLIK

© Gwenaelle ha Jean-Yves Tournellec

Skol vamm ha kentañ derez KERIBIN
Keribin
Pgz 02.98.48.19.84 - 02.98.48.18.40
Plr 02.98.48.18.93

Renerez skol vamm: Itron PERON Anne
Renerez kentañ derez : Dimezell CARN Maryvonne

Lec’hiet e-kreiz Gwitalmeze, nepell ouzh Park loened Milin Nevez hag ouzh Sal ar Sportoù, tri c’hlas a ya d’ober ar skol-vamm bublik. Degemeret e vez ar vugale adalek daou vloaz e klas reoù vihan ar skol-vamm ( e-pad 2 vloaz ) ha goude e klas ar re Grenn ( 1 bloaz ) hag e klas ar re Vras ( 1 bloaz ). Er savadur e vez kavet 3 sal klas, ur sal c’hoari, hag ur sal kousk-aez. Ur gorread kempenn hag ul letonenn a ya d’ober ar porzh-skol, warnañ c’hoarioù normalizet ( ruz-revr, treust, brañsigell war wintorell ). Skolaerezed, skoazellerez ha skoazell-edukatourez a ya d’ober ar skipailh kelenn. Kinnig d’ar bugel ledanaat e eskemmoù pelloc’h eget ar familh, en em zigeriñ d’ar vugale all, ha da dud gour all eo rol ha pal ar skol-vamm. Diorren a ra e varregezhioù a-drugarez da liesoberioù : fiñv, yezh, grafism ha skritur, dizoleiñ ar bed, oberioù arzel ha kened.

© Gwenaelle ha Jean-Yves Tournellec

Skol Publik François MITTERRAND
Koum
Pgz
02.98.48.79.74

Renerez: Itron TALARMIN Rozenn
Lec’hienn Internet
: http://ecole.portsall.free.fr
Postel : ecole.portsall@free.fr

 

 

 

 

 

 

SKOLIOU MAMM HA KENTAN DEREZ PREVEZ

Skol Brevez Mixt NOTRE-DAME
11, st. ar Skolioù
Pgz
02.98.48.63.46

Renerez: Itron OMNES Odile

A-dreñv Iliz Porzhall e vez ar skol Notre-Dame du Mont-Carmel o tegemer bugale etre 2 ha 11 vloaz ( skol-vamm ha kentañ derez ). Dre ma vez ar skol sko ouzh ar savadurioù sport ( tachennoù, sal ar sportoù ), ouzh ar sal liesimplij, ouzh al levraoueg, ouzh ar porzh… e c’hell ar vugale mont ha dont digudenn eus an eil lec’h d’egile.

© Gwenaelle et Jean-Yves Tournellec
Bep bloaz e sav ar skoalerien ur raktres pedagogel, dezhañ palioù kreñv. E 2000/2001 e oa an ezteurel dre gomz hag ar c’hoariva. Gallet o deus ar vugale arvestiñ ouzh pezhioù-c’hoari e Brest ha c’hoari o-unan ur pezh « Al Levr e bajennoù gwenn », skrivet ha savet ganto.

Dibabet he deus ar skol ober gant ar saozneg a vez kelennet d’an holl liveoù adalek ar skol-vamm, lakaat da dremen ar breved urzhiatañ hag Internet (B2i) a-raok mont er 6vet, da ziorren en un doare kempouez an holl stummoù speredelezh, dre ober gant ar c’han, an arzoù plastek hag ar sport, dre mont pelloc’h gant ar skiantoù. Ar bugel dezhañ kudennoù deskiñ a vez kemeret e karg e framm ar skol, hag a-drugarez d’ur gevrat teirlodenn
( bugel- kerent-skolaerez ) pa vez ezhomm pe ma chom kudennoù.

© Gwenaelle ha Jean-Yves Tournellec

Skol-vamm ha kentañ derez SAINTE-ANNE

Straed Cullompton

02.98.48.12.36

24 straed Brest
02.98.48.10.04

© Gwenaelle ha Jean-Yves Tournellec
Renerez: Itron BRIANT Lorette

 

 

 

 

 

 

SKOL VAMM HA KENTAN DEREZ DIWAN

Straed Hanter-Hent
Pgz
. 02.98.48.18.30

Renerez: Itron JACQ Joëlle

Hanter-hent etre Gwitalmeze ha Porzhall, ez eo lec’hiet Skol Diwan Gwitalmeze, war un dachenn vras, bevennet a meur a savadur dispartiet mat.


© Gwenaelle ha Jean-Yves Tournellec
E-kichen ar mor, en un takad sioul, e kav ar skolidi, brezhonegerien, ul lec’h plijus evit kregiñ gant o studioù : tri c’hlas, ur sal labour-dorn, ha salioù bihan evit labourat dre strolladoù, hag ur c’hantin. Ar bedagogiezh lakaet e pleustr a lak ar vugale da zeskiñ dre ziv yezh, brezhoneg ha galleg, adalek an oad a zaou vloaz. Kenderc’hel a raint gant ar studioù-se e skolaj Diwan Ar Releg.

 

 

 

 

 

 

SKOL EIL DEREZ PUBLIK

© Gwenaelle ha Jean-Yves Tournellec

Skolaj EDOUARD QUEAU
Straed ar Gar- Porzhall
Ar C’houm
Pgz 02.98.48.62.04

Renerez: Itron MARGENILDON Evelyne

E Porzhall emañ lec’hiet, hep kloued na draf, digor war ar mor a weler izeloc’h, o kinnig ur gweled a-feson war porzh Porzhall, nepell eus lec’h ma ‘z eas d’ar strad e 1978, an eoulestr Amoco-Cadiz.

Ar raktres pedagogel, savet en-dro da dro-vat ar bugel, a zo kaset da benn gant ur skipailh kelennerien kalonek. Savet eo tro-dro da dri ahel :
  • Pedagogel, diazezet dre galite an deskadurezh war dro-vat ar braz eus ar skolajidi, war diorren an emrenerezh, ar geodedelezh, hag an den.
  • Sevenadurel, en ur lakaat ar CDI e-kreiz ar vuhez sevenadurel hag en ur zigeriñ ar skolaj war an diavaez
  • Teknologel, en ur implij an urzhiatañ.

 

 

 

 

 

 

SKOL EIL DEREZ PREVEZ

Skolaj Prevez SAINT JOSEPH
2, st. an Arvor
Pgz
02.98.48.10.36

415 skoliad- 18 rann ( klas) – 36 kelenner
Rener: Aotrou VOURC'H

Ur savadur a-ratre eo hor skolaj. Plijus eo hag e welfot un diforc’h bras etre an neuz diavaez, un tamm strizh, ha doare degemerus ar salioù klas. Evezhiek-tre omp ouzh an dafar hag ouzh ar savadurioù.

© Gwenaelle ha Jean-Yves Tournellec

Estreget ar salioù klas a zo er skolaj; kalz a lec’hioù all ‘zo ivez, anvet “salioù ispisializet”: sal studi, CDI, sal liesmedia, arnodvaoù ( Skiantoù an Natur, Fizik, Kimiezh ), arnodva ar yezhoù, ar salioù video, ar sal Istor-Geografiezh, ar B.D.I. evit ar c’helaouiñ war dachenn an hentañ, Oaled ar skolajidi…

Retour en haut de la page