|
Kêriadenn Gwitalmeze Gozh, war hent Lanrivoare, a c’hellfe bezañ, hervez hec’h anv, annez kentañ Gwitalmeze, dilec’hiet goude evit bezañ e kroaz-hent meur a hent. Alies a-walc’h eo c’hoarvezet kement-mañ en istor evit ma c’hellfer krediñ en displegadenn. Daoust da Witalmeze bezañ pell eus takadoù labour ar vro ( 25 km eus Brest ) he deus gouezet ar gêr degemer ur boblañs nevez a gav en takad-mañ peadra da vevañ ha da sankañ he gwrizioù. |
![]() |