MOJENN LESTREMEUR

MOJENN ENEZ KARN

MOJENN ROC’H AN NAER

SANZE-ED PRADMEUR

ROC’H AN DIAOUL

 

MOJENN LESTREMEUR

E Lestremeur e oa ul lutun a oa mat d’un dra bennak. Kerkent hag ez ae da hesk an dour er stank e weled anezhañ o vont war-zu pont Kervizin, ur boned ruz war e benn, hag e chome aze betek ma vefe digoret skluzioù Kervizin. Kerkent goude e kemere en-dro penn hent milin Lestremeur, o c’hwitellat kreñv a-walc’h evit bezañ klevet nav c’hilometr tro ha dro.

Met siwazh, gwa d’ar miliner ma ne oa ket war e labour, goude bezañ bet kelaouet ken sklaer. P’en em gave “Paotr ar boned ruz“ e kave ur pikol ramz a bep tu da dor ar vilin. Pa gemennas kannad an Ankou e paeas ker-tre bezañ chomet dievezh. Kaoz a zo eus daou pe dri anezho a voe skourjezet betek koll o buhez.


zoom
© Tresadenn orin gant
Yves Mériel-Bussy


Ur vojenn all a-zivout Lestremeur a gont penaos en doa ar miliner “Paotred ar Sabad“ ouzh e sikour, noz-deiz. A-wechoù, pa laboure-eñ er vilin e oant aze o kemer e voned hag o c’hoari gantañ evel ma ra ar vugale. A-wechoù all e oa reuz spontus evel ma vefe ar vilin prest da darzhañ.

A-wechoù all e seblante bezañ siriusoc’h. Dont a raed er vilin, daoust dezhi bezañ prennet. Ur wech bennak, skuizh gant kement-mañ, e kemeras ar miliner e bal, mennet d’ober gward ha da skeiñ war gement hini a zeufe tre. Aze e oa abaoe hir eurvezhioù pa welas ur gevnidenn oc’h astenn he favioù hir. Buan e skoas ha war e bal e welas daou viz hir troc’het, ha war pep hini anezho, ur walenn aour. Antronoz e taskas e voe klañv dimezell ar c’hastell.
Pareañ a reas met merzout a raed e vanke dezhi daou viz war an dorn kleiz, ar pezh a lakaas da soñjal er miliner.

Retour en haut de la page

 

 

MOJENN ENEZ KARN PE DOMANI AOTROU E ZIVSKOUARN MARC’H

Kontañ a reer e oa, gwechall, war an enez Karn, ur c’hastell. D’an aotrou Karn e oa, un den bras e levezon war darn vrasañ ar vro. Digenvez e veve-eñ hag e c’halve tud yaouank an douar bras evit troc’hañ e vlev hag e varv. Met morse hini ebet ne zeue en-dro. Un deiz, un den yaouank kalonek anvet Losthouarn, eus Penn-ar-Pont, a zibabas bezañ e varver. Loc’hañ a reas gant daou vignon eus ar memes kêriadenn, a c’houlennas diganto chom hep pellaat re eus an enezenn e-pad un eurvezh goude dezhañ bezañ douaret.

zoom
© Tresadenn orin gant Yves Mériel-Bussy
Kerkent hag en em gavas dirak an aotrou Karn, e c’hourc’hemennas outañ, gant ur vouezh rust, troc’hañ dezhañ e varv. Kerkent e tennas e dog hag e welas Losthouarn en doa an aotrou divskouarn kezeg. Hep from, e krogas an den yaouank gant e labour.

Ha, goude dezhañ bezañ komprenet e oa bet lazhet ar varverien all gant aon e tiskuilhfent perzhioù iskis ar roue, e troc’has dezhañ e c’houzoug gant un taol laonenn kreñv. Goude teuas er-maez eus ar c’hastell hag ez eas da gaout e vignoned hep ma vefe direnket gant ar warded, hag int ken souezhet o welout anezhañ o tont en-dro ma ne zeuas ket soñj dezho herzel anezhañ.

A-fed kastell, n’ez eus war enez Karn nemet ur savadur obidoù megalitik, dezhañ teir c’hambr bet savet war-dro 4200 vloaz a-raok Jezuz-Krist


Retour en haut de la page

 

MOJENN ROC’H AR SARPANT

Dramoù bras a zo bet gwechall war draezhenn Treompan e-lec’h ma kaver Roc’h ar Sarpant. Eno e veve hag e tistruje ar vro un aerouant spontus evel ma ne oa ket bet gwelet morse neblec’h all.

Touellañ a rae an holl verc’hed yaouank hag e kase anezho d’an argoll. A bep seurt kleñvedoù iskis a bake an dud, goude e zaremprediñ, o tistrujañ ar c’horfoù hag o rouesaat ar re yaouank a dostae outañ a galon vat dre ma ouie, pa felle dezhañ, kemer ur vouezh melkonius a strobinelle ar morganezed, zoken.


zoom

© Tresadenn orin gant
Yves Mériel-Bussy

Setu m’en em gavas un deiz, ur barzh kalonek evit mont a-benn outañ ha derc’hel penn. Da gentañ e implijas e delenn evit hoalañ anezhañ met an aerouant a grogas da drouzal en un doare euzhus ha da vont a-benn ouzh an estrañjour gant e deod tan. Neuze e teuas ur beleg, heuliet gant ur c’hurust gwall wan. Pa welas anezhañ e tiskouezas an aerouant e-kreiz e zremm hir ha yen, daou lagad bras estonet. Ar beleg a fellas dezhañ ober e vad eus se evit e zidiaoulañ gant geriennoù latin, met, souezh, e krogas an aerouant euzhus da c’hoarzhin, da c’hoarzhin ken kreñv ma krenas holl diez Bro-Leon betek Kozh-Meal.

- Deus ’ta, a c’hoarzhas-eñ, deus ’ta da c’hoari ganin-me, ha komz brezhoneg din-me, d’an neubeutañ. Marteze, neuze, e komprenin ac’hanout. Morse n’on bet d’ar c’hloerdi ha n’on ket falloc’h evit se.
- A! N’out ket falloc’h evit se, a respontas ar beleg, en desped dezhañ. Gwelet e vo.

EHag e taoulinas, o pediñ. Ar sarpant, difiñv, a selle outañ hag e vousc’hoarzhe e-kreiz e vourroù a zebrer kig troidellus.

- Deomp! Deuet eo an eur, a urzhias ar beleg d’ar c’hurust.

Hag e savjont a-gevret, o tresañ ur sin ar groaz bras a lakaas al loen da gilañ a-daol-trumm betek e gev. Met ar bugel a redas buan hag a vannas dezhañ e-kreiz e zaoulagad ur banne dour benniget.

Ur gwir dousmac’h a boan a dregernas neuze war an aod. Kalonekaet gant skoazell Doue e talc’he ar bugel gant e dagadenn, o veuziñ da vat korf al loen euzhus a stourme par ma c’halle, o faoutañ mogerioù e gev, zoken. Dianalet-krenn e c’hourvezas war an traezh hag e seblantas mervel. Met ne oa nemet semplet. Hag ar bugel d’ober e vad eus an degouezh, a zistagas stol ar beleg hag e punas anezhi tro-dro da c’houzoug e enebour, a gasas hemañ, seizet evel ma oa, betek bord ar mor, e-lec’h ma tisemplas e-kreiz ar gwagennoù.

Met war evezh e oa ar bugel. War astenn e vrec’h e stlapas c’hoazh ur banne dour benniget, ha c’hoazh dour benniget, en ur ober teir gwech sin ar groaz.

Ar fin e oa! Ken poanius ma oa devadennoù an euzhvil, ken kreñv e oa tan e c’houlioù m’en em lakae an dour da virviñ. Tamm-ha-tamm e konfonte ar sarpant en dour. Gwelet e voe e gein hir o steuziañ ha goude e lost, o skeiñ war an dour evel hini ur valum vras harponet.

Hag e voe un hir a huchadenn trec’h war an draezhenn a-bezh, hag e krogas kleier pemp kêriadenn da voleat a-bouez-penn. Ha, d’ar mare m’en em sklerijenne stered an oabl, e tistroas pep hini d’e di, eurus, disammet eus ar gourdrouz pounner a boueze war ar vro.

E-pad an nozvezh a-bezh e estlammed war daolioù-kaer Pierig a oa deuet a-benn eud al loen ferv ha, dreist-holl, eus madelezh Hor Salver hag an Itron Maria o doa sikouret da zont a-benn ouzh ar baganiezh skeudennaouet gant al loen dañjerus-mañ.

Kerkent hag antronoz e oa ur souezhadenn vras o c’hortoz annezidi Treompan hag an holl arvesterien all. A-dal an draezhenn e voe en erm savet abaoe an derc’hent ur pikol roc’h damheñvel ouzh ur Gibraltar bihan. Deus pelec’h e c’helle dont ar roc’h-mañ a oa c’hoazh dianav an deiz a-raok ?
Alato! Ne c’helle dont nemet eus fiñvadennoù diwezhañ dindan-vor an euzhus a loen.
Diwar c’hoant bras ar person meur e anved an enezenn Enez Kroza (Enezenn ar Groaz) met ar sakrist karget da embann ar c’helou war plasenn ar vourc’h a vesteodas war ar ger. An holl dud, pe dost, a glevas Enez Kroz, hag an anv-se a chomas. Kompren a reas an dud gwelloc’h, fazi ar sakrist e fin e brezegenn stoc’het ha stouvet, pa dennas e dog lasoù hag e tufas e-barzh e chik chomet stag ouzh e staoñ.

Enez Kroza pe Enez Kroz, ne vern, a-benn ar fin, peogwir e prouo hiziviken evit ar rummadoù da zont penaos, gwelloc’h eget ar savadurioù roman pe geltiek, eo bet trec’het an aerouant, mab Paol Gerniek, gant douster ar gristenelezh.


Retour en haut de la page

 

SANZE-ED PRATMEUR

Unan eus koshañ kenkizoù korn-bro Gwitalmeze eo Maner Pradmeur. Brudet eo muioc’h a-drugarez d’e ferc’henned, ar Sanze-ed, kentoc’h eget ar savadur. « Hep sikour » a oa o ger-stur, ha laosket o deus ur gwallvrud war o lerc’h er vro.

A orin eus ar Poitou, e oa deuet ar familh da chom e Gwitalmeze da heul eured René gant Renée Rannou. Breur da Anna Sanze, kont Maignane ha diskibl ar Fontanella kriz, e oa René.

Pevar mab en doe René, hag int gwallbaotred o wallañ merc’hed ha merc’hedigoù ar vro. Droukrañs a voe maget en o c’heñver. Daouzek gwaz a vefe bet treuzwisket e merc’hed a-benn mont d’ur veilhadeg. Dont a reas ar Sanze-ed met souezhet e voent dre m’edo ar wazed o vont a-benn dezho. Klask a reas ar vreudeur tec’hout, en aner. Ken bras bazhadeg a voe graet da unan ken e varvas. Ha beziet e voe e bord an hent-bras.

Ouzhpenn-se e voe tamallet da Sanze-ed ober marc’had gant an diaoul. Hervez ar vojenn ez ae unan betek Pariz bep noz evit ebatal hag e tistroe da c’houlou-deiz. C’hoarvezet e veze dezhañ zoken ober mont-dont betek eno, amzer lakaat daou bichon da boazhañ.

Ar familh displijus-se, atav o klask laou ouzh unan bennak, a chomas e Pradmeur betek an Dispac’h. Sammet gant an dleoù e rankas gwerzhañ ha mont d’en em staliañ e Gouenou.


Retour en haut de la page

 

ROC’H AN DIAOUL

E Lok-Majan en em vode menec’h deuet di a bep korn eus Bro-Leon. Met en em silet e oa an diaoul en o zouez dindan an anv a “Huan“. Kregiñ a rae da drelatiñ spered ar menec’h. Setu ma c’houlennas Sant Herve digant Huan tresañ ur groaz hag hec’h azeuliñ. Nac’hañ a reas Huan, hag eñ diskuliet evel-se dirak an holl. Fellout a reas dezhañ tec’hout met harzet e voe ha stlapet er mor diwar ur roc’h bet roet dezhañ e anv abaoe.


Retour en haut de la page