ILIZIOU HA CHAPELIOU

MANERIOU HA KENKIZOU

MEIN KOZH, MEIN SONN HA TAOLIOU MEIN

 

ILIZIOU HA CHAPELIOU

Iliz Gwitalmeze – Iliz Sant Pêr ha Sant Visant Ferrier

En iliz-mañ savet e 1857, ne veneger nemet an tour-iliz, evel ma vez graet meneg outañ war ur maen kizellet war unan eus ar mogerioù-harp :

François CORNOU, mestr-mañsoner e Lokournan, a sinas d’an 10 a viz Du 1773, ur marc’had evit sevel an tour-iliz, diwar tresoù an aotrou Gales, kure Gwitevede, hag a echuas e 1776. An tour-iliz-se a zo an hini diwezhañ bet savet en doare gotek-rik e Bro-C’hall, a-raok azginivelezh faos an XIXvet kantved. Dezhañ daou estaj kleier ha daou riboul, kemeret en deus plas an dour daou-iliz kozh bet diskaret a-ratozh dre ma oant prest da gouezhañ en o foull.


© abergraphique

Ur maen, siellet e moger-harp an absid hag o tont eus ar bered kozh a zegas soñj ouzh :
L'An Mil cinq cents et quatre
A la fin d'avril sans rien rabattre
Fut au pignon de cette église
La première pierre assise

Gwer livet an nev a daolenn deomp mareoù eus buhez Sant-Pêr, ar werenn vras a ziskouez ur graozstagadur, ar gwerennoù kostez a ziskouez, en Norzh, Sant Tomas o prientiñ Ofis Gouel ar Sakramant hag ar pap PieX hag a ginnigas astenn sakramant an Aoter d’ar vugale, o reiñ ar gumunion dezho. Er Su, taolenn kendalc’h Sakramant an Aoter bet d’an 28 ha 29 a viz Meurzh 1910 e Gwitalmeze. Livadurioù moger André Mériel-Bussy a daolenn daou zarvoud eus buhez Sant Pol a Leon. Al logellig o c’hronnañ al lec’h badeziañ a zo kinklet gant badeziant ar C’hrist en nec’h hag a zalc’h ur voestig, enni un oeñs eus dorn Sant Visant Ferrier, profet gant ar c’hardinal a Goetivi d’e vamm, Catherine a Gastell Kerlec’h, evel m’eo talennet gant un enskrivadur en ur c’hevig e-tal ar groazenn-iliz.

Ouzhpenn ur Pieta eus ar XVIvet kantved, ez eus c’hoazh e-touez an arrebeuri ur gador-brezeg eus 1741, he fanelloù o taolenniñ, en izelvos, buhez Sant Budoc ( e anv o talvezout da « beuzet » ). E vamm, Azenor, priñsez a Leon o vevañ er VIvet kantved, a zimezas da Judual, tiern pe kont ar Goello. Tad Azenor, a zimezas en-dro hag e eil gwreg a vagas kas ouzh e lez-verc’h hag a glaskas koll en ur damall outi bezañ bet darempredet he gwaz. Judal a gasas anezhi d’ar varn hag e voe kondaonet da vezañ devet ez-vev. Met re griz e kavas ar varnerien ar c’hastiz, setu int da zibab bac’hañ anezhi en un donell hag he stlepel er mor. Deol ha madelezhus evel ma oa, e pardonas Azenor d’he bourevien, hag hi dougerez, e pedas Santez Berc’hed da gemer ar bugel dindan he skoazell. Pemp miz e chomas en donell, kaset-degaset gant red ar meurvor, maget bemdez gant un ael.
Ha setu ma c’hanas ur mab, Budoc, ha daou zevezh goude, e touaras war un aod, n’emañ ket an holl a-du evit e lec’hiañ. Goude e teuas Budoc da vezañ manac’h e abati Dol, hag eskop en eskopti-se goude marv Sant Magloire. War ar frankizenn eo bet savet ur groaz, hag ur gador-brezeg diavaez, endalc’het e moger ar vered.

Iliz Porzhall

Savet e 1896 eo bet kresket chapel Porzhall evit ar wech kentañ e 1921. Met, ma n’eus ket ouzhpenn 440 annezad e fin ar XIXvet kantved ez eus ouzhpenn 1700 anezho, 60 vloaz goude, hep kontañ an douristed a zeu, bep bloaz, da zougementiñ niver an annezidi.


© mairie de ploudalmézeau

E 1953 ez eo bet digoret ur presbital e Porzhall. Er memes bloavezh eo bet modernaet sal ar patronaj ( cheñchet ar c’hadorioù ha prenet ur benveg luc’hvannañ ). E 1956 ez eo bet lidet ha benniget ur savadur bras gouestlet d’an deskiñ micherioù an ti. Goude eo bet loc’het gant difraeoù evit brasaat an iliz. Kroget e voe gant al labourioù e miz Ebrel 1957. Soñjet e oa bet ouzhpennañ ur gazell ouzhpenn hag a zeuio da vezañ an nev pennañ. En tour-iliz e vo lakaet daou dourig, e pep hini anezho ur c’hloc’h. Benniget e vo an iliz kresket gant an aotrou eskob Fauvel d’an 19 a viz Gwengolo 1957.

 

Chapel Kerlanou

E Kerlanou, lec’h diazez aotrouien ar Saloù. Er chapel gozh, adsavet war-dro 1840, eo bet dalc’het koun eus Sant Alar betek ar brezel bed diwezhañ ha muioc’h zoken, gant pardon ar c’hezeg d’ar 24 a viz Even.

Dalc’het e vez da lidañ ar pardon d’ar 24 a viz Even.


© Yvonne Prigent


© Yvonne Prigent



Chapel Sant Roc’h

Lec’hiet eo ar chapel d’ur c’hilometr, e Su Gwitalmeze. Gouestlet eo da Sant Roc’h, sant pedet a-enep d’ar vosenn. Devezh ar savidigezh (1642) a zo meneget war ur maen korn, eus tu ar c’hornog.


© Jean-Yves Tournellec


© Jean-Yves Tournellec

Retour en haut de la page

 

Manerioù ha kenkizoù

Milin Kerlec’h

Ur vilin-dour gozh eo, lec’hiet war ar wazh en em daol diardraoñ er Ribl, stêr o tispartiañ Lambaol eus Gwitalmeze. Stag e oa ouzh maner Kerlec’h, a chom c’hoazh un nebeud dismantroù outañ. Ar familh ar brasañ levezon er gumun e oa ar familh Kerlec’h. Er XiVvet kantved, unan eus an “Du Chatel“ a zimezas gant pennhêrez Kerlec’h gant ma kemerfe hec’h anv hag ardamez ar familh.

Pa ya da get skourr koshañ ar familh Du Chatel, e fin ar XVIvet kantved e adkemer ar re gKerlec’h o anv hag e vo graet outo Du Chatel-Kerlec’h.

Maner Kerlec’h


© mairie de ploudalmézeau


Ti Kernatous


© mairie de ploudalmézeau

Maner Lestremeur
(perc’henn an ao. Prigent)


© mairie de ploudalmézeau


Maner Pratmeur


© mairie de ploudalmézeau

Deomp da venegiñ eo an tiez-mañ savadurioù prevez.

Retour en haut de la page

 

Mein-sonn ha taolioù-mein

E Sandrione, e toulldor un atant, ez eus ur maen-sonn greunvaen, dezhañ 1,10 metrad uhelezh, o tont deomp eus oadvezh an houarn. Ur maen-sonn hantergelc’hiek, anvet ivez maen izel. Unan all, a zaou vetrad uhelezh, a c’heller gwelet war blasenn Général de Gaulle, anvet plasenn ar c’hezeg gwechall. Mein hantergelc’hiek pe lieskosteziek evel-se a verke lec’hioù sakr pe beredoù. Kazi sur ez int bet kizellet e peulvanoù koshoc’h a zaou vil vloaz.

Ar Gilligi, e Porzhall, a zo test eus mare an neolitik. Savet eo gant mein distaget eus ar reier gant red an dourioù. Ur bez eus mare an Arem a zo bet ouzhpennet. A-drugarez d’ar furchadegoù eo bet adkavet meur a elfenn, hag int eus mare an neolitik evit ar pep brasañ. E-kichen, ur groaz unvaenel eus ar XVIvet kantved, a zo bet degaset e 1895 eus chapel Sant Usven, dismantret hiziv an deiz.


Porzhall. Kroaz ha daolvaen ar Giligi

 

Retour en haut de la page