| AR
VUHEZ GWECHALL
An uzin soud
Savet diwar goulenn ar familh Caroff, e-kichen o zi annez, e talvez
an uzin da broduiñ iod en ur implij torzhennoù soud gwerzhet
gant ar vezhinaerien. Un donenn bezhin sec’h a oa ezhomm a-benn
kaout 150-250 kilo soud hag ober, er fin, 2 pe 3 kilo iod. Aet eo an uzin-mañ
en-dro betek 1930, o tegas un tamm mat a vuhez e porzh Porzhall, e-lec’h
ma veze gwelet a-wechoù bigi dre-lien a vro Saoz.
|
|
|
|
Uzin
Caroff
|
Labourat
ar soud
|
PORZHALL
GWECHALL
Ur blakenn eus an
Drummard Castle a oa e-kerzh ar familh CAROF. Profet e oa bet dezho gant
ur bodad saozon da heul peñse al lestr “Drummond Castle“,
c’hoarvezet e 1896 etre Molenez hag Eusa. Ne voe savetaet nemet
3 den war an 251 a oa war bourzh ar vag. 13 korf all a voe adpaket gant
peskataerien Porzhall ha beziet e bered Gwitalmeze.
Kae Porzhall
E 1987, bloaz goude pense an “Drummond Castle“,
e teuas kannad Bro-Saoz da Witalmeze, e anv ar Rouanez Viktoria, da drugarekaat
en un doare ofisiel tud Witalmeze ha da brofañ medalennoù-koun
d’ar re a sikouras ar beñseidi.
Ur sikour arc’hant a voe roet ivez a-benn sevel ar c’hae-mañ
anvet abaoe Kae Viktoria.
|
|
|
|
Traezhenn
ha porzh Geoffroy
|
Porzh
ha tornaod ar C’halvar
|
Iliz Notre-Dame
du Scapulaire
|
|
Savet eo bet
e 1895 a-benn reiñ da Borzhalliz ul lec’h-pediñ.
An tresoù a oa savet gant an ti-savour Ernest Le Guerrannic.
Kresket eo bet e 1921, ha staget outi ur chapel savet diwar tresoù
an tisavour Henzi e 1956.
Dalc’het e vez ar pardon tro-dro d’ar 16 a viz Gouere.
Hag, evit echuiñ ganti, e vez benniget ar mor hag ar bigi.

Dibunadeg Gouel
ar Sakramant e Gwitalmeze
|
|