LOJEIZ ARSAV

En ul lec’h plijus, war porzh Porzhall, e-tal ar mor, e kinnig al lojeiz e salioù renevesaet. Lec’hiet nepell eus ar Greizenn Vor ez eo ul lec’h dispar evit diskuizhañ e-pad un neubeud devezhioù, ur sizhunvezh...
Adalek al lojeiz ez eo mat, ha ret zoken, mont da zizoleiñ al lec’h dispar-se en ur gemer ar gwenodennoù bihan a-hed an aod: an aod roc’hellek e-lec’h ma teu ar gwagennoù da stekiñ outo d’an uhelvor, an traezhennoù bihan traezh gwenn, al lec’hioù istorel evel ar Giligi, a-us d’ar porzh .


© Jean-Yves Tournellec

Lojeiz arsav- 29, straed ar Porzh. Porzhall-Gwitalmeze
Titouroù ha feurm: Ti-Kêr, plasenn André Colin 29830 GWITALMEZE
Pzg : 02 98 48 10 48 - Plr : 02 98 48 02 54

Bod

  • 22 plas
  • 5 kambr, en o zouez unan evit ar re aflijet
  • sal-dour ( W.-C., gwalc’heris, strinkadell e pep kambr )
  • Gweleoù a-vern gant dilhad gwele
Priz an nozvezh
  • Un nozvezh 13,72 €
  • 2 ha 3 nozvezh 12,20 €
  • 4 nozvezh 10,67 €

Sal-debriñ

Predoù prientet e kantin kêr ha kaset gant kontenerien,
kegin staliet hervez ar reolennoù

Koust

  • Dijuni 2,29 €
  • Pred dindan 12 vloaz 3,23 €
  • Pred en tu all da 12 vloaz, e-kerzh oberiantizoù skol 3,23 €
  • Pred en tu all da 12 vloaz, e-kerzh oberiantizoù dudi 7,62 €
  • Pred evit an dud gour 7,62 €

Dalc’het eo al lojeiz evit ar c’hlasoù hag evit ar c’hevredigezhioù.

Goude bezañ bet degemeret ho koulenn e rankoc’h kas da dTi-kêr Gwitalmeze ur chekenn a 76,22€. E ken kaz e teufec’h en-dro war ho ker e vo dalc’het 30,49€ war ar sammad-mañ gant an ti-kêr.

Rez an douar, steuenn
Kentañ estaj, steuenn
Retour en haut de la page