Liorzh kêr Milin Nevez

A-vaez d’ar vourc’h, war-hent Lanniliz, emañ al liorzh kêr. Digoust eo an antre. Gorread: 8 devezh-arat. Digor a-hed an deiz, hep troc’h.

Perc’hennet eo gant an ti-kêr ha meret gant Kevredigezh Mignoned ar Vilin Nevez, gant skoazell dafar ha arc’hant ar gumun.
Un ugent a retredidi a youl-vat, emezelet er gevredigezh ha dezho a bep seurt barregezhioù micherel, a labour eno a-hed ar bloaz (un devezh ar sizhun, d’an nebeutañ), hep kontañ izili ar gevredigezh hag ar brofourien.


© Jean-Yves Tournellec

Perzhioù heverk:

- Stankenn, gant un dachenn gleborek e 8000 metrad karrez pe war-dro.
- Gwazhioù, o treuziñ an dachenn
- Liorzh pedagogel, gant miliadoù a blantennoù ( gwez, brouskoad, bleunioù padus ha berrbad )
- Tachenn dudi ha c’hoarioù evit ar vugale. Ar park, enframmet en e endro, a ginnig gouennoù loened doñv a bep seurt hag un neubeud gouennoù gouez. Kalz ganidigezhioù zo bep bloaz.


© Jean-Yves Tournellec


© Jean-Yves Tournellec

Retour en haut de la page