PARDON KERLANOU
Bep bloaz
e vez lidet Pardon Kerlanou d’ar sul tostañ ouzh ar 24
a viz Even. Dalc’het e vez ar pardon en ur chapel gouestlet da
Sant Alar. Savet e oa bet gant aotrouien ar Saloù a-raok 1604.
© Alain
Deniel
|
© Alain
Deniel
|
E penn kentañ an ugentvet kantved e kemere perzh ar c’hezeg
en un dibunadeg a gase anezho eus ar vourc’h d’ar chapel.
E 1901 e konted 700 loen, 800 e 1902 ha 980 e 1903. Un oferenn a veze
lidet er chapel hag, e fin al lid, e veze benniget ar c’hezeg
a-raok ma ’z afent d’ober ul lamm dreist d’ar wazh-dour
o tiveriñ eus ar feunteun. “Lamm Sant Alar“ a veze
graet eus se.
Betek
1956 eo bet dalc’het d’ar prosesionoù-se, betek ar
mare ma teuas an traktourien da gemer plas ar c’hezeg, tra ma
‘z eas an desevel kezeg d’an traoñ er vro.
Er bloavezhioù 70 eo bet adkroget gant ar pardon. Dalc’het
e veze un oferenn d’ar sadorn d’an noz, hag un tantad Sant-Yann
da c’houde. Pemp pe c’hwec’h vloaz ‘zo, hon
eus bet ar blijadur o welout kezeg o tont, devezh ar pardon. Loc’het
eo en-dro gant « Lamm Sant Alar ».
|

© Alain
Deniel
|

© Alain
Deniel
|